Gant Tanork zo bet klevet Death Metal e brezhoneg 'ba festival Motokultor
120 strollad Metal 'ba Karaez. Ar festival Motokultor 'neus aloubet tachenn Ker'puil pad pevar devezh. Strolladoù 'vel Thrown, Slope, Solitaris, Enforcer 'zo bet gwelet ha klevet… arzourien etrevroadell anezho… En o zouez 'oa en em silet Tanork, ur strollad Death Metal eus Bro-Roazhon a gomans bout brudet 'bar bed ar metal. Sonet 'noant digwener war unan eus al leurennoù bras. Efflamm, unan eus izili Tanork, a lar deomp ar pezh a blij dezhan gant ar Motokultor. Emañ gant Erwan Blanchard.